Susana Seivane

Degemer mat war ma fajennoù war ar wiad. Laouen-bras on o welet ac'hanout o tont da furchal e-touesk ma fajennoù abalamour d'an holl draoù plijus am eus bet resevet digant pobl Breizh. E Bro-Vreizh em boa dizoloet ur gwir baradoz e meur a geñver gant ar brav m'em boa kavet anezhi. Pa oan aet di evit ar wezh kentañ e seblante din e oan oc'h adkavout ma zi-me e Bro-C'haliza pa stokas ar c'harr-nij d'an douar. Un enor bras e oa evidon bezañ bet pedet da seniñ gant Bagad Kemper evit o fladenn-ac'hant nevez, rak abaoe pell on chomet bamet dioute hag diouzh al labour bras o deus savet a-hed ar bloavezhioù hag ivez peogwir e oa evidon un dro-vuhez n'on ket prest da ankounac'haat. Ha neuze eo dav din o zrukarekaat evit bezañ soñjet ennon evit o fladenn-arc'hant 'Sud ar Su' bet enrollet war-eeun e-kerz peder abadenn e C'hoariva Kernev e Kemper hag a oa evidon-me an tu d'am c'hinnig dirak ur bern selaouerion n'anavezen ket en-diaraok hag a respontas din gant startijenn abaoe ar penn-kentañ. Me 'gred din ez eo anezhañ ur publik a anavez mat hag a gar sonerezh ha sevenadur o bro hag ivez re broioù all evel m'o deus diskwelet o klevet ar sonerezh eus Galiza. Stad a zo ennon o welet pegen evurus e vez an dud o klevet an tammoù sonet ganin. Setu ar vrasañ levenez a c'hell unan bennaket santout kement en o bro hag en estrenvro pa vez sonerez eveldon.

E-touesk ar pajennoù-mañ e vo kavet titour all diwar-benn ma labour-seniñ, ma abadennoù, skeudennoù, hag all... Daoust ha m'eo bet savet ar pajennoù-mañ e meur a yezh, siwazh n'eus ket bet tu d'o lakaat e brezhonet penn-da-benn avat.

Ken ar c'hentañ gwel en un abadenn-sonerezh 'michañs! Salut dit, ha trugarez vras!

 
Galego · Français · Castellano · English